Ar benvegad troazhañ eo ar benvegad a brodu, a stok hag a skarzh an troazh hag a servij, dre-se, da buraat ar gwad. Servijout a ra ivez d'an organeg da derc'hel stabil e gementad a dour, holenoù, fosfat ha kalkiom. En den emañ er benvegad troazhañ an organoù da heul : div lounezh, div san-droazh, ar c'hwezigell, ar c'han-troazh ha div gigenn.

Ar benvegad troazhañ
1 benvegad troazhañ an den ; 2 lounezh ; 3 lestr al lounezh ; 4 san-droazh ; 5 c'hwezigell ; 6 kan-troazh
7 gwagrenn us-lounezh
8 talmerenn ha gwazhienn al lounezh ; 9 gwazhienn gav izelañ ; 10 aortenn gof ; 11 talmerenn ha gwazhienn glun boutin
12 avu ; 13 bouzellenn dev ; 14 lestr

Red an troazh

kemmañ

Al lounezh, stumm ur favenn dezhi, zo war-dro 150g a bouez enni ha 12cm he hirder. Div lounezh zo er c'horf padal unan zo trawalc'h evit seveniñ kefridi ar benvegad. Ar gwad a erru enni dre dalmerenn al lounezh ha silet e vez gant an nefronoù. Ar gwad puraet a ya kuit dre wazhienn al lounezh hag an troazh, dilerc'hioù ennañ, dre ar san-droazh betek ar c'hwezigell. Skarzhet eo an troazh diouzh ar c'hwezigell dre ar c'han-troazh hag a c'hell, a-drugarez da gigennoù, kontrolliñ red an dourenn eztaolet diouzh ar c'horf.