Bermuda
(Adkaset eus Bermudez)
Bermuda[1] pe ar Bermudez[2], Bermuda dre vras e saozneg, met The Bermudas pe Somers Isles ent-ofisiel, a zo un tiriad tramor eus Breizh-Veur er Meurvor Atlantel an Norzh, er-maez da aodoù gevred ar Stadoù-Unanet. Hamilton eo ar gêr-benn.
Dizoloet e oa bet an enezeg gant ar merdeer spagnol Juan de Bermúdez er bloaz 1505, hag e anv eo a zo bet roet d'an tiriad. Daoust ma'z eo un enezeg ez eus un enezenn bennañ hepken (Main Island), hag un druilhad enezennoùigoù munut, pe neuze inizi tost-tost d'an Douar bras, evel St George's Island, St David's Island er biz, pe Ireland Island North hag Ireland Island South er gwalarn.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1428.
- ↑ Roparz Hemon, Geriadur brezhoneg-galleg, galleg-brezhoneg, 1997, p.76a.