Bertha Swabia
Berta Swabia pe Bertha Swabia, lesanvet an nezerez pe ar rouanez nezerez, (war-dro 907 - war-dro an 2 a viz Genver 966), a zo merc'h da Burchard II, dug Swabia, hiziv e Suis alamanek.
He buhez
kemmañEn 922, war-dro he 15 vloaz, e timezas da roue Bourgogn, Rodolf II Bourgogn (880-937), a oa bet trec'het gant he zad en 919. Daou vugel o devo :
- Konrad III an Habask.
- Adelaid Bourgogn, a zimezas da Lotar Arle, roue Italia, ha da Otto Iañ, impalaer santel
Pa intañvezas e 937 e rankas addimeziñ e dibenn ar bloaz, d'an 12 a viz Kerzu, da Huon Arle, (v. 880-† 947), mab da Teobald Arle. Peurvuiañ ne veze ket en Arle avat, met en he c'hastell e Colombier-sur-Morges, war lez dehoù Lenn Geneva, e-keit ma veze he fried gant he serc'hed hag e vesterd niverus.
Beziet e voe en iliz-abati Payerne, hiriv en Suis (e kanton Vaud), diazezet gant an donezonoù a reas d'he merc'h, an impalaerez Adelaid Bourgogn. War he lerc'h, e Bro Vaud, e chomas brud ur santez a vaouez, hag ur rouanez nezerez. War he siell en he weler o nezañ.
Notennoù
kemmañ