Betws Newydd (skrivet Bettws Newydd e saozneg) zo ur gêriadenn vihan e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ e-kreiz ar gontelezh, etre Brynbuga ha Rhaglan. E parrez Llanarth emañ.

Iliz Sant Aeddan, Betws Newydd.

Bez' eo unan eus al lec'hioù niverus eus Kembre a zo savet o anvioù diwar Betws, ur ger hag a dalvez kement ha ti-pediñ. Evit Betws Newydd, dave a ra an anv-se d'ur chapel vihan a voe savet eno er Grennamzer. Eus ar XVvet kantved eo an iliz a zo bremañ. Ur jube kozh zo enni[1] En he c'hichen ez eus div ivinenn gozh, 1000 bloaz dezho.[2].

Notennoù

kemmañ