Bev
Bev a zo ur ger brezhonek a gaver e meur a c'her kevrennek, hag a droienn.
Anv-gwan Aozañ
Evel anv-gwan
- implijet da lavarout ez eus buhez, pe yec'hed, pe nerzh, en unan bennak pe en un dra bennak :
- Bev on c'hoazh. Leskiñ unan bennak en-bev.
- Evel-se eo e vez lavaret ez eo bev-buhezek, pe bev ar gwad e gwazhied unan bennak.
- Chom bev a ra an hini n'eo ket marv, pe un den, pe tan, pe gouloù e vije. Glaou bev zo glaou ruz.
- En aod vev emañ ar garreg a vez goloet ha dizoloet gant ar mor. An traezh bev eo an traezh goloet pa vez lanv.
- Douar bev a zo douar nevez aret.
- Yenik eo an amzer vev.
- Sevel a varv da vev a zo bevañ en-dro pa gomzer eus un den.
- a c'hell bezañ implijet evit pouezañ pa vez lakaet
- war-lerc'h un anv-gwan ; da skouer : fresk-bev, heñvel bev, gwadek-bev, noazh-bev, sklaer-bev.
- war-lerc'h un anv-kadarn : noz-bev (noz du-dall).
- a c'hell bezañ implijet evit pouezañ pa vez lakaet
Anv-kadarn Aozañ
Evel anv-kadarn
- a reer gantañ evit komz eus ur boud (den pe loen) a zo buhez ennañ, liester bevien, a zo danvez studi ar vevoniezh. Komz a reer eus korf ur bev.
- a dalv kement ha buhez el lavarenn e bev un den bennak, da lavarout eo tra m'eo bev
- ar bev eo lec'h ar brasañ kizidigezh, evel en droienn tizhet eo bet an den er bev. Implijet e vez dreist-holl e-barzh betek ar bev: Troc'het eo betek ar bev.
- Gwechall e talveze kement ha badeziant en dro-lavar: Seniñ a ra kloc'h an iliz evit ar bev hag ar marv.