Beyoncé
Beyoncé e 2008

Alias Beyoncé
Sasha Fierce
Anv Beyoncé Giselle Knowles
Ganet 4 a viz Gwengolo 1981
Houston, Texas, SUA
Micher(ioù) Sonaozourez
Kanerez
Produerez pladennoù
Aktourez
Dañsourez
Doare(où) R'n'B, soul, pop, hip-hop, funk
Label(ioù) Columbia Records
Lec'hienn ofisiel www.beyonceonline.com

Endro Jay-Z
Solange Knowles
Suga Mama
Kanye West
Lady Gaga
Matthew Knowles
Kelly Rowland
Michelle Williams

Beyoncé, pe Beyoncé Giselle Knowles, zo ur sonaozourez-kanerez amerikan, ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1981 e Houston (Texas). Dimezet eo gant Jay-Z, ur raper.

Buhezskrid kemmañ

Mathew Knowles, tad Beyoncé, zo un aozer muzik a-vicher ha Tina Knowles, he mamm, zo un aozerez dilhad hag ur berukennerez. Ur c'hoar anvet Solange he deus Beyoncé.

Krouet he doa ur strollad anvet Destiny's Child e fin ar bloavezhioù 1990 a-raok dont da vezañ kanerez dindan hec'h anv dezhi. Ar ganaouenn he doa graet ar berzh brasañ eo Say My Name, he doa roet lañs d'ar strollad, unan e-touez ar strolladoù merc'hed o deus gwerzhet ar muiañ a bladennoù int.

Graet he deus pevar album solo: Dangerously in love (2003) ; B'Day ( 2006) ; I am … Sasha Fierce ( 2008); 4 (2011) (Sasha Fierce eo anv an dudenn krouet gant Beyoncé pa vez war ar leurenn).