Bhopal
Kêr-benn stad Madhya Pradesh eo Bhopal (distaget [bʱoːpaːl] en hindoustaneg ha /boʊˈpɑːl/ e saozneg), e kreizh India. Unan eus kêrioù "glasañ" ar vro eo[1], ha brudet eo evit he lennoù niverus. 16vet kêr vrasañ India eo, hag ar 131vet er bed[2].
भोपाल • Bhopal | |
---|---|
An Taj-ul-Masajid | |
Riez | India |
Tiriad | Madhya Pradesh |
Bann | Bhopal |
Ledred | 23°15' Norzh |
Hedred | 77°25' Reter |
Uhelder | 427 m – 523 m |
Gorread | 463 km² |
Poblañs | 1 795 648 (2011) |
Stankter | 3 878 ann./km² |
Yezh ofisiel | Hindeg |
Kod pellgomz | 0755 |
Kod post | 462001 betek 462050 |
Diazezet e voe e 1707 ha kêr-benn "stad Bhopal" e oa, ur stad priñsel eus ar Raj breizhveuriat. Kalz monumantoù a zeu eus ar mare-se, evel moskeenn an Taj-ul-Masajid ha palez an Taj Mahal (arabat droukveskañ gant an Taj Mahal en Agra).
Eno e c'hoarvezas brasañ gwallreuz industriel ar bed e miz Kerzu 1984 : tarzhadenn ul labouradeg diastuzerioù.
Treuzdougen
kemmañBrasañ hini ar stad eo aerborzh etrebroadel Raja Bohj. E-touez ar c'hwec'h porzh-houarn a zo er gêr, hini Bhopal Junction e Bhopal kozh hag hini Bhopal Habibganj e Bhopal nevez eo ar re vrasañ. Kalz gourhentoù zo, ur rouedad busoù hag ur metro zo o vezañ savet.
Daveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ MSN's 8 green cities of India – 7 – Green News – Article – MSN India, 28 a viz Genver 2010
- ↑ The world's largest cities, 16 a viz Eost 2013