Big Bill Neidjie
Big Bill Neidjie (tro 1920 – 23 Mae, 2002) a oa yezher diwezhañ ar yezh Gagudju, ur yezh aostralian eus Kakadu an Norzh. Anvet e oa Big Bill Neidjie ablamour d'e nerzh prenet o labourat war lougroù. Anvet oa Kakadu Man ivez war-lerc'h e levr kentañ.
Ganet e oa er c'hlan Bunitj eus ar pobl Gagudju. Goude meur a vicher e sikouras sevel ar Park Broadel Kakadu. Divizout a reas terriñ an tabou ha kontañ e sevenadur d'an denoniour Stephen Davis. Embann a reas daou levr ivez diwar-benn karantez e zouar.
Daveoù
kemmañ- Kakadu Man, gant Big Bill Neidjie, Stephen Davis hag Allan Fox, 1986, ISBN 0-9589458-0-2
- Story About Feeling, gant Bill Neidjie, 1989, ISBN 0-9588101-0-9