Bikini ar briñsez Leia
Bikini ar briñsez Leia (saozneg: Princess Leia's bikini) a vez graet eus un treuzwisk brudet ha douget gant an aktourez Carrie Fisher o c'hoari ar briñsez Leia e 1983 er film Star Wars: Episode VI – Return of the Jedi.
Perc'hennet gant | Princess Leia |
---|---|
Danvez implijet | Metal |
Present in work | Star Wars: Episode VI – Return of the Jedi |
A denn da ved ar faltazi | Star Wars universe |
Worn by | Princess Leia |
Media franchise | Star Wars |
Gwisket e oa an aktourez e-giz-se, gant ur chadenn sklavez tro-dro he gouzoug, nemet e-pad div senenn ha trawalc’h eo bet evit lakaat anezhi da vezañ gwelet evel un arouez revel.
Degemer
kemmañTabut
kemmañKoulskoude e c'haller gwelet ar gwiskamant-se evel ur gwiskamant revelour. « N’on ket un arouez revel, neuze n’eo nemet un savboent gant unan bennak, n’on ket a-du gant se », a zo bet diskleriet gant Carrie Fischer en un atersadenn e 2015[1]. D’ar memes koulz he deus aliet da Daisy Riley, an aktourez a c'hoari roll Rey e rannoù Star Wars adalek 2015 da “stourm a-enep gwiskamant ar sklavez", " arabat bezañ ur sklavez evel on bet me".
Eus un tu all e sikour da gadarnat tro-spered an dudenn evel maouez kreñv[2] evel ma tislkêrie Carrie Fisher : "Tell [the kids] that a giant slug captured me and forced me to wear that stupid outfit, and then I killed him because I didn't like it.". Laouen e oa Carrie Fisher e oa bet lazhet Jabba an Hutt ganti er film, an dudenn he doa rediet anezhi da zougen an treuzwisk reizhel-se.[3]