Bilhed-bank

(Adkaset eus Bilhed)
Un toullad bilhedoù-bank a vroioù a bep seurt.

Ur bilhed-bank zo arc'hant-paper embannet gant ur Bank kreiz peurliesañ. Lavaret e vez eo moneiz fiziek rak eo a-bouezh ar fiziañs a ro e zouger d'an aozadur a embann anezhañ.

Lizher-anzav a voe embannet e Sina e - 118 e-pad an tierniezh Han ; e lêr e oant. Gant bilhedoù e voe graet e Sina, e Kartada hag en Europa eus an Henamzer betek an amzer vodern met en em skuilañ a reas da vat adalek an XIXvet kantved.

Strourmañ a ra an stadoù a-enep an dambreziñ, da lavaret eo aozañ bilhedoù-bank faos.