Bilistic'he
Bilistic'he (henc'hresianeg: Βιλιστίχη[1]) a oa un hetaira hellenadek zo dianav hec'h orin d'ar just. Hervez Paosanias e oa a orin eus Makedonia[2]. Hervez Athenaios e oa un Argeadez anezhi[3]. Hervez Ploutarc'hos, ur sklavez a-ziavaez-bro prenet er marc'hallac'h[4] Gounit a reas redadegoù kezeg an tethrippon hag ar sinoris er C'hoarioù Olimpek e -264[2]. Dont a reas da vezañ serc'h Ptolemaios II Philadelphus a lakaas anezhi e renk an doueezed dindan an anv a Afrodite Bilistic'he[5]. Hervez Klemañs Aleksandria e voe beziet dindan santual Serapis en Aleksandria[6].
Notennoù
kemmañ- ↑ Belistiche e Pausanias; Belestiche e Ploutarc'hos; Blistichis e Clement (Protrepticus 4.42); Philistaikhus en Eusebios (C'hronikon); Bilistiche e pCairZen 2.59289.
- ↑ 2,0 ha2,1 Paosanias, Deskrivadur Bro-C'hres, 5.8.11. "Diwezhatoc'h e lakajont ouzhpenn ur c'houplad ebeulien hag un ebeul marc'hekaet : lavaret a reont e c'hounezas Belistic'he, ur vaouez a orin eus aodoù Makedonia, gant ar c'houblad, ha Tlepolemos al Likian a voe trec'h evit an ebeul marc'hekaet, Tlepolemos da vare ar 131vet Olimpiadenn ha Belistic'he daou c'hoari a-raok."
- ↑ Athenaeus. Deipnosophists, 13.596e.
- ↑ Ploutarc'hos. Moralia, 753e.
- ↑ Pomeroy, Sarah B. (1990), Women in Hellenistic Egypt: From Alexander to Cleopatra, pp 53–55}}; Golden, Mark (2008), Greek Sport and Social Status, pp 18–19}}.
- ↑ Klemañs Aleksandria. Protrepticus, 4.48.2-3.
Mammennoù
kemmañ- Golden, Mark (2008). Greek Sport and Social Status. Austin, Texas : University of Texas Press. ISBN 0292718691.
- Pomeroy, Sarah B. (1990). Women in Hellenistic Egypt: From Alexander to Cleopatra. Detroit, Michigan : Wayne State University Press. ISBN 0814322301.