Billy the Kid
Billy the Kid, ganet William Henry McCarty d'ar 17 a viz Gwengolo pe d'an 23 a viz Du 1859 ha marvet d'ar 14 a viz Gouhere 1881, lesanvet William H. Bonney, a oa un torfedour stadunanat. Lazhet en dije bet 21 den a-raok bezañ lazhet d'an oad a 21 bloaz (un den lazhet evit pep bloavezh eus e vuhez), met e gwirionez ne vije bet nemet 9. Kemeret en doa perzh el Lincoln County War e New Mexico, ha lazhet tri den e-pad an darvoud. Ar sherif Pat Garrett a lazhas anezhañ hag a skrivas The Authentic Life of Billy The Kid.