Ur biotop a zo un dachenn gant aozioù an endro (fizik) uniform, o roiñ annez (pe lec'hioù-annez) d'ur rummad plant ha loened bennaked. Komprened er mod-se, "biotop" hag "ekoreizhiad" a vefe heñvel-rik ô ster. Memes-trà e kaver ekologourien-so hag a limit ster ar ger "biotop", da c'holoiñ faktorioù endroel fizik hepken ; setu e sinifife dre vras : annez ur gumuniezh-organegoù bennaked. Setu ur spesad so ur serten annez eviti, met ar rummad-spesadoù o partajiñ un ekoreizhiad gant ar spesad-se, a bartaj neuze ur biotop. Memes-mod e-gis emañ un annez war lec'h ma kaver ur serten spesad ennañ, e vo ur biotop ar lec'h ma kaver ur serten kumunïezh viologel (pe viossenos) ennañ.

Ijined eo bet ar gomz "biotop" gant Arthur Tansley.

Arabat drougveskañ "biotop" gant biom.

Akwariom biotopAozañ

Ar ger "biotop" a zo implijet ivez gant an dud o sevel pesked-akwariom, da zeskrivañ un doare da renkañ un akwariom à-benn drevesañ annez naturel pesked so. Da gompren : reproduiñ aozioù ha spesadoù (kenkoulz pesked ha plant) a-benn represantiñ ur serten biotop gwirion.