Ur skrivagner hag ur barzh eo Birago Diop (12 a viz Kerzu 1906 e Ouakam, Dakar, Senegal - 25 a viz Du 1989 e Dakar) anavezet da gentañ evit e zarempredoù gant ar morianerezh, ha dre ma a oa bet lakaet dre skrid kontadennoù hengounel al lennegezh afrikan dre gomz, da skouer Kontadennoù Amadou Koumba. Hervez komzoù Roland Colin, drezo "en doa digoret Birago Diop unan eus an hentoù a gas d'ar Spered morian afrikan". Plijout a rae da Léopold Sedar Senghor ivez lakaat dre skrid kontadennoù "a veze renevezet gant Birago Diop o vezañ troet e galleg, gant un arz, o toujañ ouzh ijin ar galleg - ar "yezh-se a habaskted hag a onestiz" - , a zalc'he er memes koulz holl vertuzioù ar yezhoù morian afrikan. N'eus netra da welet gant Kamanda evit bezañ sellet pizh evel bezañ tost outañ. Un akt a zroukrañs hag a dizereadegezh eo ar c'hoant liammañ Birago Diop gant Kama Sywor Kamanda.

Buhezskrid

kemmañ

Desavet oa bet Birago Diop, mab Ismael ha Sokhna Diawara, gant e vamm hag he breudeur henañ. Ganet e oa bet ha kresket e Ouakam e-lec'h ma heulias er memes koulz an deskadurezh koranek ha skol Frañs. Chom a reas e Frañs evit e studioù a vedisin loened e skol vroadel medisined loened Tolosa ha degemer a reas an diplom e 1934; kejañ gant Léopold Sedar Senghor ha kevrediñ a reas gant emsav ar morianerezh. O labourat evel medisin loened ar strouezheg e meur a vro afrikan (Sudan, Aod an Olifant, Volta Uhel, Maoritania) e voe dedennet Birago Diop gant ar c'hontadennoù a veze bev e meur a lodenn eus an Afrika Kornogel Frañs. Dastum a reas neuze kontadennoù ha fablennoù ar griot Amadou Koumba hag o lakaat a reas dre skrid evit e zastumad kentañ bet embannet e 1947.

Anvet e voe gant ar prezidant Léopold Sédar Senghor kannad Senegal e Tunis etre 1960 ha 1963.

E 1964 e tigoras klinik loened ar Poent E e Dakar. Dimezet en doa gant Marie-Louise Paule Pradère.

Oberennoù

kemmañ

Kontadennoù

kemmañ
  • Les Contes d'Amadou Koumba, Paris, Fasquelle, coll. « Écrivains d'Outre-Mer », 1947
    • Rééd. Paris/Dakar, Présence Africaine, 1960
  • Les Nouveaux Contes d'Amadou Koumba, rakskrid gant Léopold Sédar Senghor, Présence Africaine, 1958
  • Contes et Lavanes, Présence Africaine, 1963 - Grand prix littéraire d'Afrique noire (1964.)
  • Contes d'Awa, Dakar, Les Nouvelles Éditions Africaines, 1977
  • Samba-de-la-Nuit
  • Les mamelles

Barzhoniezh

kemmañ
  • Leurres et Lueurs, Présence Africaine, 1960.

« Souffles », barzhoneg brudet Birago Diop embannet en dastumad-mañ a oa dija embannet en ur stumm berr, en Anthologie de la nouvelle poésie nègre et malgache gant Léopold Sédar Senghor, embannet e 1948.

  • L'Os de Mor Lam, Dakar, Les Nouvelles Éditions Africaines, 1966. Lakaet e oa bet da vezañ c'hoariet gant Peter Brook e Théâtre des Bouffes du Nord, e Paris e 1979. Troet e oa bet en hebraeg gant Ouriel Zohar ha lakaet da vezañ c'hoariet e Teatr Technion en Haïfa, hag e Skolioù-meur Murcia hag Alicante e Spagn e 1995.

Kounskridoù

kemmañ
  • La Plume raboutée, Présence Africaine / Les Nouvelles Éditions Africaines, 1978
  • À Rebrousse-temps, Présence Africaine, 1982
  • À Rebrousse-gens, Présence Africaine, 1985
  • Du Temps de..., Paris, L'Harmattan, coll. « Mémoires africaines », 1987
  • Et les yeux pour me dire, Paris, L'Harmattan, coll. « Mémoires africaines », 1989

Notennoù ha daveoù

kemmañ