BlackBerry Passport
BlackBerry Passport zo ur poellgomz sevenet gant BlackBerry Limited. Embannet e oa bet ez-ofisiel d'ar 24 a viz Here 2014. Ar BlackBerry Passport a zo bet awenent gant ar Paseporzh ha troet eo ar poellgomz war-zu an embregerezhioù. Ur skramm bras gant un douchennaoueg wirion hag ar savenn BlackBerry 10.
Degemer ar Passport a voe etre; mat e oa bet kavet tresoù ar poellgomz, ar skramm hag an douchennaoueg evit tizhout pal Blackberry ha distreiñ war-zu an embregerezhioù. Ar fed ma vefe bet ouhzpennet an Appstore Amazon evit Android (oc'h ober kemmesk eus ar meziantoù Android met gant ar savenn BlackBerry 10) en ur zerc'hel ar BlackBerry World. Burutelladennoù fall ar Passport a zo deuet a-fed ar stumm iskis, diaes eo e implij gant un dorn abalamour d'ar stumm ha d'ar pouez. An douchennaoueg a zo bet kavet abeg ennañ dre ma oa disheñvel diouzh ar re all gan Blackberry betek-henn.