Charles Thompson IV, ganet d'ar 6 a viz Ebrel 1965, zo ur soner, skrivagner pozioù ha gitarour stadunanat. Brudet eo evel penn ar strollad rock Pixies, dre al lesanv Black Francis. Pa voe torret ar strollad e 1993, e oa kroget gant un hent sonerezh e-unan gant al lesanv Frank Black. Goude daou albom gant al label 4AD hag unan gant American Recordings, e oa aet kuit diouzh al label ha savet ur strollad nevez anvet Frank Black and the Catholics. Adkemeret en deus al lesanv Black Francis e 2007.

Black Francis e 2017 en Alamagn