Blanche de Bretagne (1270-1327)
Blanche de Bretagne (1271 – 19 a viz Meurzh 1327) a oa merc'h da Yann II, dug Breizh, ha d'e wreg Béatrice d'Angleterre (Beatrice of England). Anavezet eo ivez evel Blanche de Dreux.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas da Philippe d'Artois (1269-1298), mab da Robert II d'Artois, kont Artez[1].
Meur a vugel o doe:
- Marguerite (1285-1311), dimezet da Louis, kont Évreux, hantervreur Fulup IV Bro-C'hall
- Robert III (1287-1342), kontBeaumont-le-Roger;
- Ote, pe Othon, marvet e 1291, beziet en abati Royaumont;
- Isabelle (1288-1344), leanez e Poissy
- Jeanne (1289-ap.1347), dimezet da Gaston Iañ Foix, kont Foix
- Marie (1291-1365), dimezet da Yann Iañ Namur, kont Namur
- Catherine (+1368), dimezet da Yann II Aumale, duged Aumale
Intañvez
kemmañPa intañvezas ez eas da lez Bro-C'hall. En 1326 eveve en-dro d'he merc'h-vihan, ar rouanez Jeanne d'Évreux (merc'h d'he merc'h Marguerite d'Artois ha Louis d'Évreux), pried Charlez IV .
Mervel a reas Blanche de Bretagne e kastell Vincennes en 1328 .