Blog
Ur blog (berradenn eus web log, da lavaret eo kerzhlevr ar gwiad) a zo ul lec'hienn eus ar Gwiad ouzh hec'h ober un heuliad pennadoù rummet hervez urzh ar gronologiezh. Pep pennad (a reer ivez notenn anezhañ) a vez, diwar batrom ur c'herzhlevr pe un deizlevr nesaek, ouzhpennet d'ar blog ; degas a ra ar bloger (an hini a zalc'h ar blog) un destenn, pinvidikaet alies gant gourliammoù hag elfennoù liesvedia, ha peurvuiañ e c'hall pep lenner degas evezhiadennoù outañ.
Un alberz eus « Kêrvlog »
kemmañPetra a c'haller gortoz kavout dindan an anv blog ? Un deizlevr nesaek dizanav, oberennoù un tresour, meno ur gazetennerez, kerzhlevr ul luc'hskeudenner, flemmskridoù politikourien, bommoù video ur c'hlasad skolaj, ur romant war sevel, sorbiennoù pemdeziek mamm un tiegezh, ha c'hoazh.
Dispis a-walc'h eo meizad ar blog evit klotañ gant an holl implijoù-se. Berzh o deus graet ar blogoù gant an aes-kenañ m'eo embann warno, ar frankiz a-fet endalc'had hag ar varregezh da sevel eskemmoù etregwezhiat gant al lennerien.
Ha pa n'eo ket tuet an darn vuiañ eus ar blogerien da dermenañ o mennadoù, ar bras eus ar blogoù a vez implijet gant dezevioù emziskouez, hag e vez stummet ar muiañ niver anezho tro-dro da drivliadoù ha mennozhioù dibar o aozer(ien). Setu perak eo techet ar gelaouennoù hag an dud dre vras da gousiañ doare ensellus ar blogoù.
Ha pa fazi gweladennourien da galz a vlogoù gant red an amzer (dilezet e vez miliadoù a vlogoù bep miz) ez eo dieub peurvuiañ diraez ur blog, evel ma vije ur rakstal ma tremen dirazi tud dianav sañset. Lennerien hag aozerien a sav ur c'hevrat de facto : ha gwir eo pep tra ? War betra lakaat ar gaoz ? Gant peseurt sell ? Kavet e vez ar seurt goulennoù-mañ e-ser studiañ an emvuhezskridoù. Evelato, dre mard eo posupl addisplegañ pep pennad war ur blog eo kemmet a-galz ar pezh a reer emglev emvuhezskridel anezhañ.
A-hend-all e kemm kalz fonnusoc'h niver lennerien ur blog eget lennerien ul levr. Evit gwir, dre-benn da nerzh ha primded an eskemmoù war ar Gwiad e c'hall ur blog mont da vrudet-kaer en ul luc'hedenn e-ser ar gumuniezh m'eo perzhek ennañ. A-wezhioù ar c'hemmoù trumm-se a levezon an aozer, da skouer en ur vountañ anezhañ da skrivañ tro-dro d'ur buzz. Ar savennoù a ginnig blogoù peurbrevez gwarezet gant gerioù-tremen o deus arvalien puilh, ha gouez da lod e vije ar bras eus « Kêrvlog » blogoù prevez ouzh hec'h ober.
Furmad
kemmañAesaet eo an embann peurvuiañ dre implij ur meziant arbennikaet (ur Reizhiad merañ an endalc'had) : furmaozañ a ra an destenn hag ar skeudennoù dindan renerezh ar bloger, sevel a ra dielloù ent emgefreek, pourchas a ra doareoù furchal e-touez an holl bennadoù ha da echuiñ merañ a ra evezhiadennoù an ergerzherien lenner. Gant an ostilhoù-se e c'hall peb unan embann endalc'had, hep anaoudegezh teknikel rekis war-benn ergrafañ lec'hiennoù ar Gwiad. An aezamant a implij-se a zo e-touez an abegoù pennañ o deus graet da implij ar blogoù kreskiñ fonnus abaoe un nebeud bloavezhioù.
Petra bennak ma c'hell ar blogoù diskouez furmadoù disheñvel, n'hallont ket bezañ enkodet gant an dorn en ul lavar merkañ evel HTML kuit a rankout sammañ trevelloù kasaus hag adc'hoarvezus ; setu perak e implijer alies-mat ur Reizhiad merañ an endalc'had a ro an tu da bajennaozañ al lec'hienn ent emgefreek.
Evit gwir e vez aozet ar bras eus ar blogoù a-drugarez da reizhiadoù merañ an endalc'had heberc'hiet ha meret gant embregerezhioù a skañva a-galz an argerzhioù teknikel ret evit ergrafañ lec'hiennoù ar Gwiad dre ar servijoù a ginnigont.
Furmad digemm ar bras eus ar blogoù
kemmañDeiziataet eo pep pennad ha lodek eo neuze en un heuliad kronologel. Evelato e vez diskouezet alies ar pennadoù-se war ar bajenn zegemer e kilgronologiezh (ar re nevesañ da gentañ).
Evit gwir, gant m'eo ur blog o vezañ skrivet atav, dav eo d'ar bajenn zegemer reiñ un tañva eus ar c'hemmoù nevesañ ; prederiet eo an aozer gant gweladennerien a zeufe ingal da heuliañ emdroadur al lec'hienn. Dre ma c'hinniger pennadoù sonnet en amzer, an aozer n'o c'hemm peurvuiañ ken nemet en ur embann un addendum « hizivadenn » e ditl.
Abaoe ar bloavezhioù 2000 ec'h emdro ar blogoù a-drugarez d'ar gwellaennoù a-fet teknikoù ha dafar stlennek e seurt ma c'haller embann a bep seurt teulioù liesvedia : skeudennoù ha dreist-holl son ha video, pergen gant berzh servijoù herberc'hiañ (YouTube peurgetket) pezh a binvidika a-galz al lenn, pa ne dro da furmad pennañ ar blog : sellet ouzh luc'hblog ha videoblog.
Merañ an evezhiadennoù
kemmañAr blogerien a ro alies an tu da lezel evezhiadennoù, ar re pismigusañ hag all, en ur implijout ur frammenn Web emgefreek. Evelato ur bloger a zo atebek ent gwiraouel, hervez al lezennadur gall, eus kement a zo diskwelet war e lec'hienn hag e rank neuze, kerkent hag e oar diouzh evezhiadennoù n'int ket diouzh al lezennadur, dilemel an evezhiadennoù e kaoz.
Gallout a ra ivez ur bloger ober e soñj berzañ a priori an evezhiadennoù en ur embann e-unan ar re a gav reizh, pe berzañ krenn pep evezhiadenn (war ur pennad pe war ar blog a-bezh.) Ne vez lakaet ar seurt diskoulm taer e pleustr ken nemet goude bezañ gouzañvet re a roñfled pe a stroboù.
Muioc'h muiañ a vlogoù a dro da greizenn eskemmoù don e-lec'h m'eo tik aozerien ha lennerien (pergen a-zivout ar c'heloù pe ar Gwiad). Blogerien zo a ro ul lec'h dreistpoueus d'an evezhiadennoù lezet war o blog, a sellont outo evel pennabeg o skridoù. Treiñ a ra neuze pep pennad d'un egorenn foran nevez : mont a ra ar blog da vezañ ur seurt forom elektronek hag e c'hallfe ken buan all degemer un heuliad evezhiadennoù mell-divell. Pa c'hallont chom dizanv eo tuet tud 'zo da vlogskwatiñ, da lavaret da ren ur flap bouetet drezañ e-unan, hep liamm ebet gant ar pennad orin.
Alies eo troet ar blogoù war embann ar menoioù. N'eo ket dre zegouezh mar deo benveg muiañ karet klaz a gazetennerien pe a bolitikourien. War an dachenn-mañ en em gav ar blog un tu bennak etre ar bajenn bersonel (unan a gomz ha den na respont), hag ar forom flapañ (an holl a gomz par-ouzh-par).
Merañ al liammoù
kemmañAlies e teu gant ar blogoù ur reizhiad merañ ar gourliammoù aroakaet.
Ur roll eus ar blogoù darempredet gant an aozer (a reer blogroll pe dibuner anezhañ) a vez kinniget alies dindan tresoù ur roll-meuzioù kostez. Gant pep pennad e teu ul liamm dezhañ e-unan ha digemm (a reer padliamm anezhañ).
Ar blogroll pe an dibuner (blogroll e saozneg ivez) a zo ouzh e ober hollad al liammoù war-zu blogoù all kinniget gant ur bloger war e bajenn, diskwelet alies war ur bajenn dibar pe dindan tresoù ur roll-meuziaoù kostez war ar bennbajenn. Gant teknikoù sindikadur endalc'had, evel RSS pe Atom e c'haller enlakaat war-eeun pennadoù zo war blog an-unan.
Pa skriv Katell ur pennad war he blog en ur enlakaat ul liamm buket war-zu blog Yann e chall divizout kas ur c'hilliamm da vlog Yann a-drugarez d'he blog dezhi.
Gant ar reizhiad-se evit merañ al liammoù etre blogoù (standardekaet koulz lavaret) e c'haller diskwel, e takad evezhiadennoù ur blog, killiammoù (a reer ivez roudennerioù pe trackbacks anezho) a-gevret gant diverrañ ar pennad a vukont davetañ.
Abegoù an digemmusted
kemmañNe gemm ket nemeur an doare-kinnig eus an eil blog d'egile evit meur a abeg.
Da gentañ gant framm kronologel ar pennadoù ez eur rediet da ziskwel ar pennadoù pe hervez ar gilgronologiezh pe hervez ar gronologiezh (war ar bajenn zegemer e vez kavet gwell ar gilgronologiezh evit an abegoù meneget uheloc'h.) Pelloc'h, e vez gwelet alies ar memes arc'hwelioù dre ma 'z int azas evit lenn gant ur merdeer. Gant ar furmad-se eo strishaet ar barregezhioù krouiñ e-ser ergrafañ blogoù.
Un abeg all a zo e vez savet ul lodenn vras esu ar blogoù a-drugarez de savennoù evel Blogger, Over-Blog pe Skyblog. Ar porchedoù-se a redia holl o implijerien d'ober gant ur furmad kinnig heñvel, dre ziouer da nebeutañ, ha dibaot ar re a denn splet eus ar barregezhioù personelaat pa vez anezho.
Istor
kemmañDeuet eo ar blogoù war wel abred a-walc'h met n'o deus graet berzh ken nemet nevez zo gant emled fonnus an dud kevreet ouzh ar Genrouedad dre ar bed a-bezh hag an dispriz o tont war mediaoù nebeutoc'h implijet evel Usenet hag ivez al lec'hiennoù personel a zo kavet re gemplezh.
Ar blogoù kentañ a zo deuet war wel er Stadoù-Unanet e diwezh ar bloavezhioù 1990, degemeret gant blogerien evel Jason Kottke, Tristan Louis, Meg Hourihan ha Matt Haughey. O blog en em ginnige dindan tresoù ur c'harned bourzh a renable pajennoù Gwiad (dre hanterouriezh ul listenn gourliammoù) a oa bet kavet dedennus gant an aozer, evezhiadennoù a-gevret ganto. Adalek an deroù o deus talvezet ar blogoù da ginnig ar seurt endalc'had. A zo muioc'h, an doare-se a gaver stank hiziv an deiz c'hoazh e Kêrvlog.
Marc'had an embannerien blogoù enlinenn en deus padet ur maread a-raok en am stummañ, moarvat dre ma ne ket kement a verzh ar blogoù diaraoger ha ma ra re a-vremañ. Evit gwir, Blogger, a seller outañ evel unan eus ar reizhiadoù embann kentañ hag evel atizer an taol berzh, n'eo deuet war wel ken nemet e 1999. Evit a sell ar gallegerien ez eo Skyblog (deuet war wel e 2002) unan eus ar re gentañ ha pa ne gaver ket ennañ an holl arc'hwelioù gortozet peurvuiañ. Berzh a ra buan, pergen gant ar grennarded a embann o skeudennoù warnañ dreist-holl.sesli sohbet
Abaoe miz Mae 2007 e c'hall Yann Vrezhoneger sevel ur blog gant un etrefas hollvrezhonek dre Nireblog, bet troet en hor yezh e-touez degadoù a yezhoù ledet pe ledetoc'h. Emañ WordPress.com o vezañ troet ivez.
Hiziv eo tuet ar blogoù da dennañ splet eus arc'hwelioù liesvedia ar Gwiad : luc'hblog, podskignañ, videoblog, loc'hblog, webkam ha c'hoazh.
Marc'had merañ ar blogoù
kemmañEmañ ar c'hevreadoù-se (Skyblog, Over-Blog, Blogger a zo en o dalc'h milionoù a vlogoù personel e 2006) war greskiñ fonnus : puilhat en deus « marc'had » ar blog e-kerzh ar bloavezhioù 2004 ha 2005, ha tra boutin eo deuet delc'her ur blog da vezañ bremañ. Emañ lodenn vrasañ ar marc'had etre daouarn Blogger, pergen dibaoe m'eo bet adprenet ar c'hevedad gant Google. Skyblog hag Over-Blog n'int ket evif taliñ ouzh ar ramz-se, met aktourien a-bouez e chomont ma seller ouzh ar marc'had galleger hepken.
Kevezerezh a sav ivez etre blogoù ha sonterien. Kalz a dud a eztaole o menoioù gant nerzh, e doare ur sontadeg. Le Monde pergen a ro bod da galz a vlogoù-meno disheñvel-mat eus re savennoù all lec'h m'eo alies personeloc'h pe dudiusoc'h ar blogoù - displegañ a c'haller an dibarded-se dre ma ranker paeañ blogoù Le Monde. Menoioù kreñv hag arwarzh a c'hall zoken en diwezh sturiañ ul lodenn eus ar c'hedveno ; kement-se zo bet gwelet da-geñver an dilennadegoù-prezidant stadunanat diwezhañ hag ar referendom war Feuremglev Bonreizhel Europa e Frañs.
Pa c'hell an den degemer war e vlog ur meradur kemennadoù en-linenn (evel Adsense) pe liammoù kenwerzhel (Emezeladur Amazon) kement-se a lak ar bloger e-tailh da c'henel korvoderioù. Evel-se, da skouer, ur blog a bled gant al lennegezh a c'hall adkas e lennerien war-zu levrdiez enlinenn. Bloazataerioù blogoù a c'hallfe diouzh an dro mont en-dro evel touezierioù Gwiad personel a zo alies arc'hantet gant ar servijoù marketing-se.
Un doare all da c'henel korvoderioù a zo skrivañ pennadoù hag alioù war produioù liesseurt (lec'hiennoù, meziantoù, pellgomzerioù, ha c'hoazh), diwar c'houlenn embregerezhioù. N'eo ket dedennet bepred an embregerezhioù gant ur savboent yaus, met gant ma vo ganet tremeniri war-zu al lec'hienn ha skignel ur Buzz a-zivout o frodu. Lec'hiennoù zo a ginnig ur servij hanterouriezh etre embregerezhioù ha skridaozerien blogoù gant ar finvez-se.
Patromoù blogiñ
kemmañGwelet ivez
kemmañPennadoù kar
kemmañPleustr ar blogoù
kemmañMeziantoù blog
kemmañ- b2evolution
- Blosxom
- Dotclear
- Drupal
- iWeb (Mac nemetken)
- Jaws
- LiveJournal
- Movable Type
- Nireblog
- PortailPhp
- PostNuke
- Serendipity
- Textpattern
- WikyBlog
- WordPress