Ur boa, pe boa mouger (boa constrictor e latin hag e meur a yezh), zo un naer vras, divinim, debrerez-kig, eus Amerika. Kavet e vez eus Mec'hiko en hanternoz betek Arc'hantina er c'hreisteiz. En em vagañ a ra gant krignerien vihan, evned, glazarded, ha kizhier gouez, pe oseloted. Ar re vrasañ a c'hall debriñ loened bras. Mojennoù zo diwar-benn boaed o devoa debret ur vuoc'h, diaes da grediñ.

Boa

Hervez ar spesad pe ar reizh e c'hall tapout 2 pe 3 metrad hed, hag e Brazil betek 4,5 m), ha pouezañ a c'hallont betek 15 k.

Anvioù all kemmañ

Anavezet eo ivez evel mantona (e Perou), mazacuata en Kreizamerika, tragavenao, jiboia ha lampalagua en Latinamerika, macaurel en Venezuela[1] pe macajuel en Trinidad ha Tobago,[2].

Notenno kemmañ

  1. Gallegos, Rómulo. 1922. La rebelión.
  2. Mendes, John. 1986. Cote ce Cote la: Trinidad & Tobago Dictionary, Arima, Trinidad, p. 92.