Bobo-Dioulasso zo ur gêr eus Burkina Faso, pennlec'h rannvro Hauts-Bassins e kornôg ar vro. « Ti ar Bobo-Dioula » a dalv he anv, diouzh anv ur bobl, roet dezhi gant an drevidien. Eil kêr vrasañ Burkina Faso eo, goude Ouagadougou, gant 489 967 den o chom e kêr (2006). Kêr-benn ekonomikel ar vro eo. Brudet eo evit he savadurioù dibar, he zi-gar dreist-holl.

An ti-gar
Ur voskeenn

Produet e vez kotoñs. Tennet he deus splet ar gêr eus he hogoster gant Abidjan en Aod-an-Olifant, met dilañset eo bremañ gant Ouagadougou.

Ur skol-veur he deus, hini Nazi Boni, diouzh anv skrivagner kentañ ar vro.

Tud bet ganet eno

kemmañ