Bokedig tro 'n heol zo ur ganaouenn savet gant Louis Page.
1
O bokedig skedus tro 'n heol
Ken anavezet gant an holl,
Te eo a zigor da gentañ
Gant da genvreur ar boked-hañv.
|
2 Te zo evel ur steredenn O lintrañ e-kreiz ar c'hlizhenn ; Te a vousc'hoarzh gant karantez Ouzh bugel an Aotrou Doue.
|
3 Da zelioù kaer a zo ruz-gwenn, Da galon aour a zo melen, Melen evel ar boked lann Hag ar bleuñv a sav er balan.
|
4
Biskoazh miz Meurzh gant e varroù
Ne reas dit mervel gant ar riv ;
Ar vuhez ennout zo kalet
'Vel e kalon ar Vretoned.
|
5 Lavar d'ar re am eus karet Diwarnout e nij va spered, En da yezh lavar d'e sioulik O deus ur plas em c'halonig.
|
6 Ar garantez a vev atav, Rak trec'het he deus ar marv. Ya sur, en tu all d'ar bezioù En em gar c'hoazh ar c'halonoù.
|