Boned Balmoral
Boned Balmoral, bet anvet boned Kilmarnock, zo ur boned skos e gloan, gant ur vechenn, hag a deufe eus ar XVIvet kantved, hag a vez gwisket da Sul evel da bemdez. A-wechoù e vez ur seizenn marellet en-dro dezhañ, ha div seizenn a-istribilh en a-dreñv.
Kar eo d'an Tam o'shanter ha da voned Glengarry.
An anv
kemmañAnvet eo diwar-lerc'h Kastell Balmoral, perc'hennet gant an Tiegezh Roueel saoz abaoe dibenn an XIXvet kantved.
Istor
kemmañDont a rafe eus ur boned eus ar XVIvet kantved, plat ha ledanoc'h, glas gwechall, gant ur seizenn marellet, ruz ha gwenn peurvuiañ.