Bonedoù Ruz (2013)

Ar Bonedoù Ruz zo un emsav deuet war wel e Breizh e miz Here 2013 a-enep an telloù lakaet war an treuzdougen marc'hadourezh war an hentoù. Devet ez eus bet gwaregoù houarn savet dreist d'an hentoù gant an izili a wiske bonedoù ruz, diwar skouer tud emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675.

Un dornad Bonedoù Ruz o klask manifestiñ en Oriant d'ar 27 a viz Kerzu 2013 e-ser gweladenn ar Maodiern Kentañ gall.

Manifestadegoù kemmañ

Manifestadeg a voe

  • e Kemper d'an 2 a viz Du 2013, ma voe etre 15 000 ha 30 000 a dud;
  • e Karaez d'an 30 a viz Du 2013, ma voe etre 17 000 ha 40 000 a dud.
  • Tolpadegoù dirak ar prefetioù hag isprefetioù gall er vro a-bezh, evel e Kemper (luc'hskeudennoù a-us), d'ar 14 a viz Even 2014.

Pennoù kemmañ

Breujoù ar Bonedoù Ruz kemmañ

Breujoù ar Bonedoù Ruz a voe dalc'het e Montroulez d'an 8 a viz Meurzh 2014 dirak un 3 500 den bennak. 11 poent goulenn bras a zo bet degaset[1]. A-raok ar Breujoù-se e oa bet lakaet ar Vretoned da zisklêriañ o c'hoantoù (“doleañsoù”) war-eeun pe gant ar strolladoù lec'hel.

Skeudennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (fr) War 7 Info