An tiegezh Borbone di Parma, pe Borbone-Parma, (Casa di Borbone di Parma en italianeg), zo ur skourr italian eus an tiegezh gall Bourbon. Renet en deus e dugelezhioù Parma, Piacenza, Guastalla, ha Lucca, ha war rouantelezh Etruria. C'hoarvezout a reas eus dimeziñ Felipe V, roue Spagn, gant Elisabetta Farnese, merc'h da dug Parma.

Poltred Felipe V hag Elisabetta Farnese, gant Louis-Michel van Loo (c. 1743). Eoullivadur war lien, 181 cm x 127,00 cm Museo del Prado (Madrid).