Boudeuse (1766)

Boudeuse ("Mouzherez") zo anv ul lestr-brezel gall hag a yae war vor etre 1766 ha 1800. Ur fourgadenn 32 ganol e oa, savet en Antr, e-kichen Naoned.

Boudeuse          
La Boudeuse.jpg
Boudeuse e Bae Matavai e 1768
Banniel ar morlu roueel betek 1790 Banniel ar morlu dispac'hel, 1790-1794 Banniel ar morlu gall adalek 1794    Morlu gall
Anv Boudeuse
Chanter Indret
Blason ville fr Indre (Loire-Atlantique).svg   Indre hiziv
Douaret Miz Mae 1765
Moret 25 a viz Meurzh 1766
Peurechuet Miz Gwengolo 1766
Dizarmet 1800
Tonkadur Dismantret d'ober keuneud
Dezverkoù
Rummad Fourgadenn
Danvez Prenn
Hirder 40,60 m (pont ar stellad)[1]
38,33 m (kein)
Treust[2] 10,61 m
Kal[3] 5,36 m
Strad[4] 4,36 m (staon)
4,49 m (aros)
Dislec'hiad[5] 1,030 t
Sammad[6] 580 t
Kanolioù
• Pont uhelañ
• Divoradur
32
26 x 12 lur[7]
6 x 6 lur
Obuzerioù 2 x 36 lur

Anavezet-mat eo evel bag an ergerzher Louis Antoine de Bougainville etre 1766 ha 1769.

Trec'h e voe d'ar sloop HMS Weazel e 1779, d'an Alceste, hag all.

Dismantret e voe e 1800 evit ober keuneud evit fornioù baraerien.

Gwelout a reer anezhi, e kichen al listri Astrolabe, Boussole, Confiance, Hermione ha Grande Hermione, war ur plankennad timbroù bet lakaet e gwerzh gant La Poste e miz Even 2008.

LevrlennadurAozañ

  • (fr) DEMERLIAC Alain, La Marine de Louis XVI : Nomenclature des navires français de 1774 à 1792, Omega, 1996 (ISBN 978-2-9063-8123-0)

Liammoù diavaezAozañ

NotennoùAozañ

  1. An etrebourzh m'emañ ar stellad kanolioù.
  2. Treust : an hirañ treust a stalier eus an eil bourzh d'egile, alese ledander ul lestr, er verdeadurezh.
  3. Kal (an dour) : an hed a zo a-serzh etre al linenn-dour hag ar c'hein.
  4. Uhelder etre leur ha lein al lec'h ma mirer pourvezioù ha marc'hadourezhioù
  5. Pouez an tolzad dour a vez dilec'hiet pa red al lestr.
  6. Pouez an dafar a c'hall ul lestr dougen en e strad(où).
  7. 12 lur : pouez pep boled.