Bowes (Durham)
Bowes zo ur gêriadenn e kontelezh Durham, e Bro-Saoz. Kresket eo en-dro da Gastell Bowes.
Istor
kemmañEmañ Bowes er pezh a oa gwechall North Riding of Yorkshire, unan eus rannoù kontelezh Yorkshire, met abaoe 1974 emañ e kontelezh velestradurel Durham.
E Bowes emañ rivinoù ar c'hamp roman anvet Lavatris[1]. Adimplijet e voe al lec'h evit sevel Kastell Bowes.
Anv
kemmañAn anv 'Bowes' a gaver meneget evit ar wech kentañ en ur skrid eus 1148, gant ar stumm Bogas. Bez' eo liester ar ger hensaoznek boga (>bow, "gwareg"). Moarvat e talveze kement ha "pont bolzek"[2].