Bröhan-Museum

mirdi Alamagn

Bröhan-Museum a zo ur mirdi e Berlin. Gouestlet d'an arz nevez, d'an arz kinklañ ha d'an design (1889-1939). E-tal kastell Charlottenburg emañ.

Bröhan-Museum

Ennañ e kaver miliadoù a objedoù arz : oberennoù design e plastik, livadurioù ha tresadennoù dastumet gant Karl H. Bröhan (1921-2000) e-pad ar bloavezhioù 1960. E zastumad a roas goude-se da Land Berlin, hag e 1983 e voe digoret ez-ofisiel ar mirdi el lec'h m'emañ hiziv-an-deiz.

Pezhioù prierezh, gwer ha re borselen a gaver ivez ennañ, ha pezhioù dir savet da vare luskad an arz kinklañ hag an Arz nevez. Pezhioù-arrebeuri savet gant Henry van de Velde, Emile Gallé, Louis Majorelle, Josef Hoffmann pe Paul Iribe a gaver ivez ennañ.

Oberennoù arzourien bennañ ar Berliner Sezession : Karl Hagemeister, Hans Baluschek ha Willy Jaeckel a c'haller gwelout ennañ ivez.

Levrlennadur kemmañ

  • Bröhan-Museum Berlin – Jugendstil - Art Deco - Funktionalismus, Munich / Berlin / London / New York, Prestel Verlag 2006. 128 pajenn

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.