Arabat droukveskañ gant Breizh Info

Breizh-info.com a zo ul lec'hienn gelaouiñ c'hallek hag a bled gant danvez Breizh met a zo kaset war-raok gant an tu dehoù pellañ gall tost d'an "Identitaires"[1].

Falskeloù a vez skignet gant Breizh Info hervez Le Monde[2], Newsguard[3] ha Conspiracy Watch[4]. Gant an abeg-se, e miz Du 2022, eo bet forbannet al lec’hienn eus Google Ads, servij bruderezh Google ; klemmet en deus Breizh Info e vo kollet 12 000€ gounidoù bep bloaz[5].

Istor Breizh-info kemmañ

Dre freuz-stal ar strolladig identelourien breton ha gall Jeune Bretagne e fin ar bloavezh 2013 ez eo bet gwerzhet an Ti-Breizh pe domani an identelourien en Breizh (Gwerliskin) perc'hennet gant Phillipe Milliau[6]. Gant an arc'hant rastellet gant gwerzh an domani ez eo bet arc'hantaet ur skinwel enlinenn Tv Libertés hag al lec'hienn Breizh-info.com[7]. [8].

Setu perak e adkaver kemmesk Yann Vallerie ha Phillipe Milliau aterset gant ar radio broadelour gall Méridien Zéro[9].

Doare Breizh-info kemmañ

Breizh-info a zo ur gendalc'hadenn dammguzh d'eus ar strolladig Jeune Bretagne oc'h adkavout ul lod pennoù-bras politikel o klask mont etrezek ar bobl breton dre ar c'helaouiñ tuet.

Gwelet e vez ez eo bihanaet an niver a dud hag al liamm gant Breizh gwirion o tremen deus ar strollad d'an hini all dre ma z'eo aet ar Brezhoneg holl da get er skrivañ.

Perzhidi kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. « Décryptage : Breizh Info organe de presse de la fachosphère », war Le Peuple breton,‎ 24 a viz Du 2015 (lenn enlinenn)
  2. Nordactu, Breizh Info, Info-Bordeaux... Les vrais faux sites d’infos locales des militants identitaires, Le Monde, 1tañ a viz Du 2016
  3. Les top 10 des désinformateurs – et le top 10 des sites fiables avec le plus d’engagement en ligne, Newsguard, 21 a viz Kerzu 2020
  4. Kinnig Breizh Info war lec'hienn Conspiracy Watch
  5. Extrême droite : Breizh info privé d’une partie de ses revenus par Google, Penn Bazh,‎ 18 décembre 2022
  6. [1] (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ 7seizh war gwerzh an Ti Breizh)
  7. [2] (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ 7seizh war krouadur TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh an Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)
  8. [3] (Pajenn al lec'hienn gelaouiñ Telegramme war krouadur TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh an Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)
  9. [4] Pajenn eus al lec'hienn
  10. [5] (pajenn eus al lec'hienn)