Brennos (IIIe kantved kent JK)
Ur pennad Brennos zo ivez.
Brennos, pe Brennus e latin, (IIIe kantved kent JK), a oa ur pennbrezelour galian, pe kelt, hag a renas an Ergerzhadeg veur a aloubas Paionia, Makedonia ha Trakia, hag a drec'has armeoù Hellaz en Emgann an Termopiloù e 279 kent JK .
E 298 kent JK en devoa klasket aloubiñ Trakia ha Makedonia, met bountet e oa bet e-maez ar vro..
E 279 kent JK e oa deuet gant ur pikol armead (65 000 brezelour hervez Trogue Pompée). Lazhet e voe ar roue Ptolemaios Keraunos hag e jeneral Sosthène
Gant Akic'horios e preizhatas santual Delfi en 279 kent JK, pa voe gloazet-fall. Mervel a reas pe er bloaz-se pe e -278.