Kevarzhe ar Vreudeur vuzulman (en arabeg: جماعة الإخوان المسلمين Jamāʿat al-Ikhwān al-Muslimīn), anavezet ivez dindan anv ar Vreudeuriezh vuzulman (الإخوان المسلمون al-Ikhwān al-Muslimūn), zo un aozadur islamek sunnit treuzbroadel diazezet en Egipt gant ar skolaer ha helenneg Hasan al-Banna e 1928 en Ismailia, e Biz ar vro. Hemañ en deus skignet e gellenadurezh pell-bras diouzh Egipt, ha levezonet luskadoù islamek a-vremañ a bep seurt, eus kevredigezhioù dengar betek strolladoù politikel.

Breudeur vuzulman
aozadur relijiel, Aozadur etrebroadel, strollad politikel, Islamist movement
Tachenn obererezhioùreligious congregations and associations Kemmañ
Deiziad krouiñ22 Meu 1928 Kemmañ
Anv er yezh a orinالإخوان المسلمون Kemmañ
RelijionIslam sunnit Kemmañ
DiazezerHasan Al-Banna Kemmañ
Den e penn an aozadurGeneral Guide of the Muslim Brotherhood Kemmañ
PrezidantMahmoud Hussein, Mohammed Badie Kemmañ
StadEgipt Kemmañ
Political alignmentright-wing Kemmañ
Ideologiezh politikelreligious conservatism, Islamouriezh, Pan-Islamism, social conservatism Kemmañ
Lec'h diazezIsmailia Kemmañ
IsaozadurMuslim Brotherhood in Egypt, Muslim Brotherhood in Syria, Society of the Muslim Brothers in Jordan, Muslim Brotherhood in Iraq Kemmañ
Sez sokialdecentralized Kemmañ
SRGB color hex triplet009900 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.ikhwanonline.com/ Kemmañ
Prohibits2013 Kemmañ

Er penn kentañ, evel luskad hollislamek, relijiel ha sokial, e prezege ar Vreudeur vuzulman an Islam en Ejipt, kelenn a raent d'an isleeien ha sevel a raent ospitalioù hag embregerezhioù kenwerzhel. Diwezhatoc'h ez ejont war an dachenn bolitikel, o fal herzel reoladur Breizh-Veur war ar vro ha staliañ ur Stad reoliet gant ar Charia. "An diskoulm eo an Islam" zo unan eus o luganoù brudetañ.

Daoust da vezañ miret en Egipt unan eus o brasañ aozadurioù o deus skignet e broioù muzulman all. Levezonañ a rejont politikerezh ar broioù-se pa voe trec'het ar vroadelouriezh arab lik gant Israel er Brezel C'hwec'h Devezh e 1967, ha kemeret he flas gant an islamouriezh. Harpet e oa al luskad gant Arabia Saoudat ivez, rak enebourien voutin o doa evel ar gommunouriezh.

Muioc'h a c'halloud a voe sachet ganto da gentañ e-pad an Nevez-amzer arab, met cheñchet e voe penn d'ar vazh adalek 2013. Degemer et e voe ar Vreudeuriezh vuzulman Hervé lezenn en Ejipt e 2011 ha trec'h a voe e meur a vouezhiadeg, en o zouez hini ar prezidant e 2012 pa voe dilennet Mohamed Morsi da brezidant. Bloaz goude avat, war-lerc'h manifestadegoù bras ha freuz e voe distroadet gant an arme ha lakaet en "annez-evezhiet". Difennet e voe ar strollad ha disklêriet e voe e oa un aozadur spontour. A-du e voe monarkiezhioù Pleg-mor Persia Arabia Saoudat hag an Emirelezhioù Arab Unanet peogwir e sellent ouzh ar Vreudeuriezh evel ur gourdrouz evit o aotrouniezh. Habask ha demokratel en em ginnig ar Vreudeuriezh avat, hag kondaonet e vez ar feulster gant he fenn, ar pezh n'eo ket bet gwir atav. Bremañ eo kentoc'h un emsav dizunvan ha liesfurm eget ur framm kerndalek.

Hiziv an deiz eo skoazellet ar Vreudeuriezh vuzulman gant Qatar ha Turkia renet gant AKP. Sellet eo evel un aozadur spontour gant gouarnamantoù Bahrain, Ejipt, Rusia, Siria, Arabia Saoudat, an Emirelezhioù Arab Unanet hag all.