Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet

Brezel 1898 (Guerra de Cuba pe Desastre del 98 e Bro-Spagn; Guerra hispano-cubano-norteamericana e Kuba; Guerra hispanoamericana e Puerto Rico,Spanish–American War en saozneg e SUA), a voe ur brezel etre Spagn ha SUA, hag a c'hoarvezas etre Ebrel hag Eost 1898, e-pad brezel-dieubiñ Kuba (1895-1898).
Da neuze ne rene ket an infant Alfonso XIII, hag e vamm Maria Kristina Aostria (1858-1929), intañvez Alfonso XII, a oa rejantez, ha Práxedes Mateo Sagasta a oa prezidant ar gouarnamant spagnol, pa oa William McKinley prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Peñseadenn al lestr stadunanat Maine,
e porzh La Habana e 1898.

Klask a rae SUA lakaat o c'hrabanoù war douaroù tramor diwezhañ a chome eus impalaeriezh Spagn, da lavarout eo Kuba, ar Filipinez, Puerto Rico ha Guam, war zigarez stourm evit o frankiz. Trec'h e voe SUA war arme Spagn.

D'an 10 a viz Kerzu 1898 e voe sinet feur-emglev Pariz a roe galloud da SUA war an holl zouaroù-se a oa bet kollet gant Spagn.[1]

Dizalc'h e voe Kuba betek 1901, pa deuas SUA da lakaat o c'hrabanoù war drevadennoù spagnol ar Mor Karib.

Er Filipinez aloubet gant SUA e krogas brezel 1899-1902, etre an emsaverien ha SUA. Ar peurrest eus an douaroù dalc'het gant Spagn er Reter Pellañ a voe gwerzhet d'an Impalaeriezh alaman, gant Feur-emglev 1899, etre Spagn hag Alamagn, del 30 de febrero de 1899, por el cual España venderá al Imperio alemán sus últimos archipiélagos — Inizi Mariana (war-bouez Guam), ar Palaos ha las Carolinas— evit kement ha 25 milion a varkoù.

Stad an traoùAozañ

War an diskar edo galloud Spagn abaoe koll Kreisteizamerika, hag e dibenn an XIXvet kantved ne chome nemet un toulladig douaroù er Meurvor Habask, Afrika, hag an Indez. Dizalc'h e oa an darn vrasañ eus an impalaeriezh trevadennel ha kalzik eus ar re a chome e dalc'h Spagn a oa o klask ober heñvel.

Bagadoù emsavidi a oa oberiant er Filipinez, hag e Cuba e oa bet un emsavadeg armet ivez e-pad ar Brezel Dek vloaz, entre 1868 ha 1878, da glask gounit an dizalc'hiezh pa voe disklavet e sklaved gant ar planter Carlos Manuel de Céspedes ha savet un arme. 37 planter all a reas kemend-all hag a savas Bonreizh Republik Kuba.

War-dro 1894 e oa postet arc'hant amerikan er plantadegoù korz-sukr ha labouradegoù-sukr Kuba, kement ha 50 milion a zollaroù amerikan, hag ar c'henwerzh etre an div vro bep bloaz a save betek ur 100 milion a zollaroù US. Sukr dreist-holl a veze kaset da SUA. Ouzhpenn-se, diskibien a oa d'an amiral Alfred Mahan, a wele Kuba evel al lec'h gwellañ da ober perzhier-brezel tost da SUA;

Met bec'h a oa e Cuba, hag er baourentez vras e oa ar bobl izel.

NotennoùAozañ

  1. Military Map, Island of Puerto Rico (1898). Kavet : 2013-10-22.