Digeriñ al lañser pennañ

Brezel diabarzh Yemen (2015-bremañ)

Brezel diabarzh Yemen d'ar 4 a viz Ebrel 2018
  • ██ Renet gant Kuzul Uhel Reveulzier Houthis
  • ██ Renet gant Gouarnamant Hadi ha gant kevredad Arabia Saoudat
  • ██ Renet gant Kuzul Su da C'hortoz
  • ██ Renet gant an Islamourien Ansar al-Sharia, Al-Qaeda el ledenez arab hag ar Stad Islamek
  • Brezel diabarzh Yemen zo ur brezel diabarzh kroget e 2015. Pep tu a embann bezañ ar gwir gouarnamant yemenat. Harperien lies a vez kavet a-dreñv pep luskad. An nerzhioù Houthi a zo mestr war kêr-benn ar vro, Sana'a, kevredet gant nerzhioù leal ar prezidant Ali Abdullah Saleh. Stourm a reont a-enep an nerzhioù leal da c'houarnamant Abdrabbuh Mansur Hadi, staliet en Aden. Al-Qaida el ledenez arab hag ar Stad Islamek o deus tapet ul lodenn eus an tiriad.

    D'an 21 a viz Meurzh 2015, goude bezañ aloubet Sana'a ha kemeret galloud war ar gouarnamant, Kuzul uhel reveulziel an Houthi a zisklêrie an engalavadeg hollek evit skarzhañ da vat Hadi hag aloubiñ al lodenn su eus ar vro.

    An argadenn Houthi, harpet gant nerzhioù lu Saleh, a oa kroget an devezh war-lerc'h gant ur stourmadenn war gouarnamant Lahij. D'ar 25 a viz Meurzh, Lahij a goueze hag an Houthi a dizhe bannlev Aden, sez Gouarnamant Hadi. Hadi a derc'he eus ar vro memes devezh. E 2018 ur c'hevredad renet gant Arabia Saoudat a gemer perzh a-enep ar re Houti dreist-holl dre bombezadennoù lies. Stadoù-Unanet Amerika a sikour evit ar c'helaouiñ, memestra gant Bro-C'hall, hag a werzh ivez armoù d'ar c'hevredad. Hervez an ABU ha mammennoù all etre 2015 ha Kerzu 2017, bez ez eus bet 8670–13 600 den lazhet e Yemen, gant e-tro 5200 trevour.

    Kalz broioù o deus kavet abeg en obererezh Arabia Saoudat, dreist-holl ar bombezadennoù war an tiriadoù trevour.

    Torfedoù brezelAozañ

    Hervez Farea Al-Muslim, ez eus bet sevenet torfedoù brezel lies e-pad ar brezel garv-se. Ur c'hamp repuidi dibarzh a zo bet tizhet gant ur vombezadeg gant aerlu Arabia Saoudat. Ar re Houthi eus o zu o deus nac'het ma vefe roet sikourioù gant labourerien ar mat. An ABU harpet gant strolladoù gwirioù Mab-den a gomz eus torfedoù brezel sevenet gant Arabia Saoudat e-pad kampagn ar bombezenniñ.

    Human Rights Watch (HRW) en deus bet skrivet e oa kampagn bombezenniñ ar c'hevredad saoudat kroget d'ar 26 a viz Meurzh 2015, unan "conducted airstrikes in apparent violation of the laws of war, such as the March 30 attack on a displaced persons camp in Mazraq, northern Yemen, that struck a medical facility and a market". HRW en deus ouzhpennet e oa ar re Houthi oc'h implij "unlawfully deployed forces in densely populated areas and used excessive force against peaceful protesters and journalists".

    Hervez an HRW c'hoazh, "the United States may have become a party to the conflict, creating obligations under the laws of war" dre ma vez roet harp spiañ ha dafariñ d'an Arabaia saoudat. Bro-C'hall ivez a vez o harpañ Arabia Saoudat en ur spiañ ha dafariñ ar c'hevredad gant armoù[1].

    Notennoù ha daveennoùAozañ