Brezel punek kentañ

Ar brezel punek kentañ (264 kent JK - 241 kent JK) a oa ar c'hentañ eus tri brezel a enebas Kartada ha Roma : Brezelioù Kartada[1] pe ar Brezelioù punek[2]. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan latin poenicus pe punicus a zeu eus Poenus a oa an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (Phoenices a dalvez Fenikianed ha Kartadaiz e latin). Ar brezel-se e badas 23 vloaz hag a zo unan eus are hirañ renet gant Roma.

Tiriadoù ar Romaned, Kartadaiz, hag hini Sirakuza e -264 e deroù ar c'hentañ brezel punek

Anavet eo an darvoudoù a-drugarez d'ar skrivagnerien latin ha gresianek, Polibios dreist-holl. E-pad 23 vloaz e stourmas an daou c'halloud da gontrollañ kornôg ar Mor kreizdouar, da gentañ e Sikilia hag ar morioù tro-dro met ivez, daoust nebeutoc'h, e ledenez Italia hag e Norzhafrika. Kregiñ a reas ar brezel gant un dilestradeg eus ar Romaned e Messana, galvet gant hec'h annezidi. Sujañ a rejont goude reter an enezenn, ha sevel a rejont listri brezel. Kentañ trec'hioù ar Romaned war vor a atizas anezhe da zilestrañ e-tal Kartada da glask he rediañ da godianañ. Kaset e oa un arme roman dindan urzhioù Marcus Atilius Regulus met an ergerzhadeg a echuas gant un drouziwezh evit ar Romaned e 255 kent J.-K.. Kenderc'hel a reas ar brezel e-pad pell gant ar Gartadaiz o terc'hel aodoù kornôg Sikilia, tra ma lakae ar Romaned seziz warne hag int trec'h pe koll a bep eil war vor. E 241 kent J.-K. e oa trec'het Kartada gant ur brezel diwezhañ en inizi Aegates.

Kartada, e Tunizia a vremañ, a oa ar galloud brasañ e kornôg ar Mor Kreizdouar e deroù ar brezel. Koulskoude ez eo ar Republik roman a oa trec'h, hag a redias hec'h enebourez da zegemer un emglev strizh, ma kolle he ziriadoù e Sikilia, ha digolloù bras da baeañ[3].


Notennoù

kemmañ
  1. "Ar brezelioù eus Karthada", F. Vallée, Grand dictionnaire français-breton, p 604.
  2. Eil Derez Diwan, istor 6{vet klas, levrenn II, p 28 (niverenn skrivet war ar bajenn met pajenn 64 e gwirionez) ; TES, istor-geogeafiezh 6{vet, 2001, p 108
  3. Fields 2007, p. 15.