Brezel ar Peloponnesos
(Adkaset eus Brezelioù ar Peloponnesos)
Brezel ar Peloponnesos eo an anv a roer d'ar brezelioù a badas eus -431 da -404 (gant un nebeud ehanoù, Peoc'h Nikias peurgetket e 421), hag a enebas Aten, he doa graet eus Kevre Delos (savet er penn kentañ da stourm ouzh ar Bersed) un impalaeriezh sujet dezhi, ha Sparta, galloud oligarkiek ha mirour, a oa hec'h arme hoplited an nerzh kreñvañ e Bro-C'hres d'ar mare-se, hag a rene Kevre ar Peloponnesos ha Boiotia. Echuiñ a reas Brezel ar Peloponnesos gant trec'h Spartaiz ha drouziwezh Ateniz. Sellet a reer ouzh ar brezel-se evel ar vevenn a verk diwezh oadvezh klasel Bro-C'hres. Dalc'het e vo prosez Sokrates nebeut amzer goude.
Levrlennadur
kemmañ- Olivier Battistini, La Guerre du Péloponnèse, Thucydide d'Athènes, Ellipses, « Les Textes fondateurs », 2002.
- Victor Davis Hanson, La guerre du Péloponnèse, Flammarion, Paris, 2008 [2007]
- Jacqueline de Romilly, Thucydide et l'impérialisme athénien : La pensée de l'historien et la genèse de l'œuvre, Les Belles Lettres, 1961.
- Jacqueline de Romilly, Histoire et raison chez Thucydide, Les Belles Lettres, coll. Études anciennes, 2005.
- Jacqueline de Romilly, La Construction de la vérité chez Thucydide, Julliard/Conférences, essais et leçons du Collège de France, 1999.
Liammoù diavaez
kemmañ- Polemos : Levrioù diwar-benn ar brezel e Bro-C'hres en Henamzmer
- (fr) Portal « Thucydide, historien » war lec'hienn Labiana Callipolis, labourva istor Bro-C'hres.