Bro ar Vistula
Bro ar Vistula (ruseg : Привислинский край Privislinsky krai ; poloneg : Kraj Nadwiślański) a oa an anv roet d'ar broioù bodet e Kendalc'h Polonia goude faezhet Emsavadeg miz Du (1830–31) hag Emsavadeg miz Genver (1863-64), pa oa tennet hec'h emrenerezh digant Pologn, skarzhet anv ar vro ha hini he fobl diwar gartennoù Impalaeriezh Rusia.
En Europa a-hend-all e veze lavaret alies "Polonia Rusia" pe "Polonia rus" eus ar vro-se, e-kichen "Polonia Prusia", a oa aet d'ober Proviñs Prusia.
Bro ar Vistula Привислинский край Kraj Nadwiślański Rannvro (krai) eus Impalaeriezh Rusia | |
1815 — 1917 (1915 de facto) | |
Banniel | Ardamezioù |
Bro ar Vistula war ur gartenn rus, 1896 | |
Kêr-benn | Warszawa |
Istor • Staliadur • Distaliadur |
1867 1917 (ofisiel) 1915 (de facto) |
Hiziv e | Polonia Lituania Belarus |
Istor
kemmañEn 1831, goude emsavadeg miz Du, e voe divodet arme parlamant (ar Sejm) ha melestradurezh Pologn, ha berzet bonreizh rouantelezh Pologn, gant ar galloud rus. Serret e voe ar skolioù-meur, hag addigoret meur a vloaz goude evel liseoù rusek.