Bryncroes zo ur gêriadenn en hanternoz Kembre, e Ledenez Llŷn, e Gwynedd, 2 km eus Sarn Mellteyrn.

Ar barrez ofisiel zo bet rannet e 1934 etre Botwnnog hag Aberdaron[1].

Bec'h bras a voe etre 1969 ha 1972 pa voe kaoz da serriñ ar skol[2]. Daoust da se e voe serret.

E-kichen ar skol ez eus ur feunteun ma teue da evañ pirc'hirined war o hent da Ynys Enlli.

Notennoù kemmañ

  1. A Vision of Britain Through Time : Bryncroes Civil Parish Retrieved 13 January 2010
  2. Bryncroes. Penllyn.com. Kavet : 2007-07-12.