Ar Burdekin (Burdekin River e saozneg) a zo ur stêr e Queensland, en Aostralia, 710 km hed dezhi.

Anvet e voe Burdkin gant an ergerzhourien europeat diwar-lerc'h anv Mary ha Thomas Burdekin o devoa arc'hantet o ergerzhadeg.

Eieniñ a ra 1 200 m a-us da live ar mor, er menezioù Seaview Range, hag en em deurel er Meurvor Habask en Upstart Bay, 200 km pelloc'h er gevred d'e eien.