C'haris
C'haris (Χάρις e gregach, distaget [kʰáris]) a zo anv unan eus ar C'haritezed kentañ, gwreg da Hefaistos hervez Homeros en Ilias (XVIII, 382-392). Pa deuas Thetis da di Hefaistos da c'houlenn armoù nevez evit he mab Akilles e voe degemeret gant C'haris.
Koulskoude, hervez Hesiodos, eo Aglaia, ar yaouankañ eus ar C'haritezed, an hini a oa pried da Hefaistos.
Gratia e oa hec'h anv gant ar Romaned.
Traoù all
kemmañ- Diwar hec'h anv e teu ar ger gallek "charisme" ("charism", e saozneg)
- Tulla Ellice Finklea, anavezet evel Cyd Charisse, dañserez, brudet he divhar.