C'hoarioù Olimpek hañv 2008
Ar C'hoarioù olimpek hañv 2008 (sinalunioù eeunaet : 2008 年北京夏季奥运会, sinalunioù hengounel : 2008 年北京夏季奧運會, pinyin : 2008 nián Běijīng Xiàjì Àolínpǐkè Yùndònghuì) Anvet e vezont ivez C'hoarioù an XXIXvet Olimpiadenn. An 19vet C'hoarioù aozet en oadvezh a vremañ ez int, ha dalc'het int bet e Beijing, e Republik Pobl Sina, etre an 8 a viz Eost hag ar 24 a viz Eost.
Kroget en deus al lid digeriñ da 8 eur 8 munut 8 eilenn da noz, eur lec'hel, d'an 8 a viz Eost 2008 (08-08-08 08:08:08, an eizh zo un arouez berzh vat hag eus an didermen er sevenadur sinaat). Lod eus an c'hevezadegoù a zo bet dalc'het e diavaez kêr-benn Sina, re ar bageal dre lien a zo bet dalc'het Qingdao, 690 km diouzh Beijing, dalc'het eo bet ar c'hrogadoù mell-droad e Tianjin, Shanghai ha Qinhuangdao hag ar c'hevezadegoù sport war varc'h e Hong Kong.