C'hoariva Graslin
Ar C'hoariva Graslin (Théâtre Graslin e galleg) zo e Naoned, el Liger-Atlantel. Savet eo bet e dibenn an XVIIIvet kantved hag enskrivet eo war roll ar monumantoù istorel. Savet eo bet gant Mathurin Crucy. Skeiñ a ra war ar blasenn Graslin hag etre ar straedoù Molière, Scribe ha Corneille emañ. 784 flas zo e-barzh ar sal. Gwelet eo bet ar c'hoariva-mañ er film Lola graet gant Jacques Demy e 1960.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Talbenn ar C'hoariva Graslin |