Ar c'hwezigellad a vez graet eus droug ar c'hwezigell. Ar c'hleñved-se zo un danijenn eus ar c'hwezigell degaset gant bakteriennoù zo (kolibazhelloù a gaver en un doare naturel er bouzelloù) peurliesañ met gallout a ra bezañ degaset gant un dra bistrius : louzeier a-enep ar c'hrign-bev pe skinouriezh. C'hoarvezout a ra aliesoc'h gant ar merc'hed, dre ma'z eo berroc'h o c'han-troazhañ, ha ma kresk ar riskl da gontammiñ pe da vulumañ.


Abegoù kemmañ

Gallout a ra droug ar c'hwezigell bezañ degaset gant ar bakteri Escherichia coli, gant ur seurt torzhellegezh , gant foueennoù zo, gant un allergiezh, pa vez garet skinatadurioù eus an divgroazell (skinouriezh),


Arouezioù kemmañ

Disheñvel e vez an arouezioù hervez abeg droug ar c'hwezigell met peurliesañ e c'houzañv ar c'hlañvour diwar :

  • tanijennoù pa droazh (poanioù bras pe brasoc'h a-raok, goude pe e-pad tremen an troazh) ;
  • pollakiuriezh (troazhadennoù a gementadoù bihan hag alies-kenañ) ;
  • an ezhomm da vont da droazhañ mallus, memes pa ne vez ket troazh ;
  • barradoù poan e traoñ ar c'hof hag e live an divlez ;
  • roudoù gwad en troazh ;
  • roudoù linwad en troazh.