Teal ha c'hwial
(Adkaset eus C'hwi)
Teal a zo ober gant ar ger te (ha dit, ac'hanout) ha c'hwial a zo ober gant c'hwi ( ha deoc'h, ac'hanoc'h). Lavaret e vez ivez mont dre de pe dre c'hwi ouzh unan bennak.
Teal ne vez ket graet gant an holl er yezh komzet. Anavezet eo dreist-holl e Leon ha Treger, hag en hanternoz Kerne. Stummoù dre de zo e gwenedeg met ne vezont ket klevet alies.
A-wechoù zoken e klever tud o troukveskañ te ha c'hwi, pa ne reont ket e galleg.