Cölln

kêr gozh alaman

Cölln (pe Altkölln) a oa un enezenn war ar Spree. Hiziv an deiz ez eo ur c'harter e kreiz-kêr Berlin, e karter Mitte en arondisamant Berlin-Mitte. Krouet e voe Cölln e 1237 ha kendeuzet e voe gant Berlin e 1709. Meur a briñs eus an tiegezh Hohenzollern a voe ganet e Cölln er XVIvet ha XVIIIvet kantved. Hiziv an deiz e kaver roud eus anv Cölln er c'harter anvet Neukölln e Berlin.

Berlin ha Cölln e penn-kentañ an XIIIvet kantved, gant Karl Friedrich von Klöden
Cölln (e melen) diwar ur steuñv eus 1688

Poblañs hag armerzh

kemmañ

Savet e voe Cölln en XIIIvet kantved tro-dro da bPetriplatz. Dont a ra anv ar blasenn eus hini iliz Sant-Pêr, a voe distrujet e-pad an Eil Brezel-bed. An dismantroù a voe skarzhet diouzh Gertraudenstrasse er bloavezhioù 1950. Er memes plasenn e oa ivez an ti-kêr (e Brüderstrasse). Roet e voe anv sant-Pêr d'an iliz peogwir e oa kalz tud eus Cölln a veve diwar ar peskerezh er Grennamzer. E ribl all ar stêr Spree e oa Berlin, ma oa kenwerzherien ha sanailhoù.

Meneg kentañ anv Cölln a voe graet e 1237 da lavaret eo seizh vloaz a-raok hini Berlin. E 1307 e voe strollet melestradur an div gêr ha krouet e voe Berlin-Cölln : liammet eoa an div gêr gant ur stankell. E 1308 e voe krouet kevre kêrioù Marzoù Brandenburg, ennañ Berlin-Cölln, Frankfurt (Oder), Brandenburg an der Havel ha Salzwedel.

Etre 1658 ha 1683 e voe savet mogerioù-kreñv tro-dro da Verlin ha Cölln diwar c'houlenn ar priñs-dilenner Friedrich Wilhelm Iañ.

 
Cölln: Brüderstraße hag iliz Sant-Pêr en 19vet kantved

Fabourzioù Friedrichswerder, Dorotheenstadt ha Friedrichstadt a voe kendeuzet gant Berlin ha Cölln e 1710 hag evel-se e voe krouet «kêr roueel Berlin» (königliche Haupt- und Residenzstadt Berlin). E 1834 e voe diskaret ar mogerioù-kreñv evit ma c'hallfe Berlin kreskiñ.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.