C dans l'air a zo un abadenn pemdeziek gall eus ar skinwel e lec'h ma weler divizoù skignet war-eeun bep abardaez eus al Lun d'ar Gwener war-dro 5e 45 war La Cinquième deuet da vezañ France 5 abaoe ar 17 a viz Gwengolo 2001.

Produet eo gant Jérôme Bellay, ha kinniget e vez an abadenn gant Yves Calvi pe (abaoe 2006) gant Thierry Guerrier en e lec'h a-wechoù.

Pennreolenn an abadenn

kemmañ

Dindan 65 minutenn e vez komzet eus sujedoù ar c'heleier hag an nevezenti dre ar bed (politikerezh, sokial, ekonomiezh...), war al leurenn skinwel e vez eus tri betek c'hwec'h den arbennik war ar sujed hag a zo pedet, an dud pedet a vez gant alioù disheñvel evit ma c'hellfe chom neptu an tabut. Tri gelaouadenn a vez e-pad an abadenn evit skeudennaouiñ sujed ha tabut an deiz.

Pedet e vez ar pellarvesterien da gas goulennoù dre internet pe dre SMS e-pad an abadenn. Goude pep gelaouadenn e vez kemeret ur goulenn kaset gant an arvesterien. Ar pemzek munutenn ziwezhañ a vez gouestlet evit respont d'ar goulennoù dibabet er re kaset gant an dud.

En un doare digoust e vez adskignet an abadenn war lec'hienn internet France 5 e-pad ur sizhunvezh goude ar skignadur orin. Aotreet e vez ivez an dud da adimplij an abadenn er skolioù.

Skignadur

kemmañ

Skignet e vez an abadenn eus al lun d'ar Gwener tro 5e45 war France 5 hag adskignet tro 10e30 hag ar mintin goude tro 6e. Posupl eo ivez mont da welet an abadenn war lec'hienn internet France 5 e-pad ur sizhunvezh.

War eeun e vez an abadenn ha padout a ra 65 minutenn.

E miz Gouere 2006 e vez Thierry Guerrier (eilrener France Info e oa d'ar mare-se) oc'h erlec'hiañ Yves Calvi evit kinnig C dans l'air.

E distro miz Gwengolo 2006 e kuita Thierry Guerrier France Info evit dont da vezañ joker Yves Calvi, ez ofisiel, pa ginnig emañ Mots croisés war France 2 (bep pemzektez d'al Lun) pe e-pad e vakañsoù.

D'ar 25 a viz Gwengolo 2006 e lidas an abadenn C dans l'air e 1 000vet niverenn[1]. D'an 12 a viz Ebrel 2010 e vez skignet an abadenn niverenn 2 000, gant tem gwallzarvoud ar c'harr-nij prezidantel polonat e Smolensk ha Polonia[2].

Ar rekord deglev

kemmañ

Rekord deglev C dans l'air a voe d'an 3 a viz Mae 2007 gant un abadenn gouestlet d'an tabut etre daou dro an dilennadeg evit ar prezidant gall e 2007. 1,7 milion a dud o deus sellet ouzh an abadenn-se, da lavaret eo 16,8% eus al lodennoù marc'had (part de marché)[3].

D'ar 14 a viz Here 2009 e voe un deglev mat-tre gant an abadenn anvet « Sarko & fils », diwar-benn an afer Jean Srkozy. Hervez Médiamétrie e oa 1,39 milion a dud o sellet an abadenn, da lavaret eo 13% eus an dud dirak o skinwel[4],[5].

An dodennoù

kemmañ

En abadenn e vez kaoz eus holl sujedoù pouezus er c'heleier gall hag etrevroadel, gant un ersavusted efedus. Ar sujedoù-se a zo liesseurt tre :

  • politikerezh gall ;
  • keleier etrevroadel (brezel, politikerezh, gwallreuz denegour, naturel, ekologel…) ;
  • ekonomiezh (dilabour, kresk, diloc'h, priz ar petrol…) ;
  • kevredigezh (eurediñ, advugelañ, relijion, vakañsoù, teknologiezhioù nevez…) ;
  • surentezh, justis ;
  • sport.

An dud pedet

kemmañ

En abadenn e vez tud o tont alies evit komz eus sujed mañ sujed. Setu ul listen eus ul lodenn eus an dud-se hervez an temoù :

War ar politikerezh gall
War ar Reter-Kreiz
War Afrika
War ar brezelioù hag ar bec'hioù
War Stadoù Unanet Amerika
War Rusia
War an ekonomiezh
War ar Rouantelezh Unanet
War ar relijion
War ar skiantoù

Prizioù

kemmañ

E 2005 he deus resevet an abadenn ul Laurier de l'information roet gant al Lauriers de la radio et de la télévision hag a ro ur priz bep bloaz d'an abadennoù hag a gemer perzh e kresk ar sevennadur hiniennel.

Kondaonidigezh lezvarnel

kemmañ

Da heul abadenn an 11 a viz C'hwevrer 2005, gant an anv « Délinquance, la route des Roms », e voe tamallet C dans l'Air gant c'hevredigezhioù ar Romed, ar MRAP, al LICRA hag al Ligue française pour la défense des droits de l'homme et du citoyen, evit bezañ graet ur gourmesk etre ar Roms hag ar felliezh. Lavarout a raent e voe lavaret « Porajmos » (komzoù a-enep d'an tsiganed) gant an dud pedet ha ne oant ket laouen eus ar pezh en doa kinniget Yves Calvi, e vefe ar Roms un aozadur aozet a glaskerien vara.

Daveoù

kemmañ
  1. (fr) Thibaut Le Breton, « C dans l’air : 1000 numéros et un vrai succès pour F5  » war toutelatele.com, 25 a viz Gwengolo 2006}}
  2. (fr) C dans l'air : Yves Calvi fête la 2000ème de l'émission aujourd'hui sur France 5 e premiere.fr, 12 a viz Ebrel 2010
  3. (fr) « Record d'audience pour "C'est dans l'air" » war blog Jean-Marc Morandini, 4 a viz Mae 2007
  4. (fr) [1] war blog Jean-Marc Morandini, 14 a viz Here 2009
  5. (fr) [2] war Ouest-France.fr, 15 a viz Here 2009

Liammoù diavaez

kemmañ