Kab Sant Visant
(Adkaset eus Cabo de São Vicente)
Kab Sant Visant pe Beg Sant Visant[1], e Portugaleg Cabo de São Vicente (distagadur portugalek: [ˈkabu dɨ sɐ̃w̃ viˈsẽtɨ]), zo ur beg-douar e Portugal, ar beg merventañ eus Europa.
E parrez Sagres emañ, e kumun Vila do Bispo, en Algarve, 4 km er c'hornôg ha 3 km en hanternoz da Ponta de Sagres. Un tour-tan hag ur manati zo warnañ, hag ur c'hreñvlec'h kozh anvet Fortaleza de Sagres.
Istor
kemmañPeulvanoù zo er c'hab, pezh a ziskouezfe en deus un istor relijiel gwall gozh. Promontorium Sacrum e oa anvet en amzer ar Romaned ha dediet d'an doue Saturnus.
En 779 e voe degaset di relegoù Visant Saragosa eus Valencia (Spagn)[2].
Meur a emgann war vor zo bet dirak Kab Sant Visant, ha dreist-holl hini 1797 entre Spagn ha Breizh-Veur.
Notennoù
kemmañ- ↑ "Le cap de Saint Vincent, becq Sant Viçzant. Cap Sant Viçzant." Gregor Rostrenenn, Dictionnaire François-Celtique p. 134b, 1732.
- ↑ Mar ilimitado.