Priñs Gwent ha Morgannwg e oa Cadwgan ap Meurig (war-dro 1045 - 1073). Mab e oa da Meurig ap Hywel, roue Morgannwg, ha pa zegouezhas Gwent Is Coed gant Meurig war-dro 1043, e roas anezhi da Cadwgan da ren enni.

E 1049 e lammas Gruffudd ap Rhydderch hag ur morlu viking war e rouantelezh.
War-dro 1055 e voe kaset e-maez e vro gant Gruffudd ap Llywelyn.
Pa voe lazhet Gruffudd ap Llywelyn e 1063, e teuas Cadwgan da vout roue Morgannwg. Moarvat e oa marvet e dad a-benn neuze.

N'eus roud ebet eus Cadwgan war-lerc'h 1073; moarvat e voe kemeret e lec'h gant Caradog ap Gruffudd.

Levrlennadur kemmañ

  • John Edward Lloyd, A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Lomgmans, trede embannadur, 1939)