Caesalpinia echinata

Caesalpinia echinata zo ur wezenn, anvet ivez koad Brazil[1], koad Pernamboug, koad Nikaragwa, a orin eus Nordeste Brazil. Er XVIvet kantved e veze implijet d'ober livaj ruz-gell.

Caesalpinia echinata, e kêr Vitória.

Dont a ra eus kornadoù-bro Bahia, Espirito Santo, Pernambuco ha Rio de Janeiro. Gounezet e vez hiriv e Brazil.

An anv

kemmañ

Pa voe kavet ar gwez-se gant Portugaliz war aodoù Suamerika, e voent anvet pau-brasil, diwar pau a zo bazh e portugaleg ha, dre astenn-ster, kement ha gwezenn, ha brasil a deufe eus brasa, hag a dalvez kement ha regez.


Implij

kemmañ

Pau brazil eta e oa an anv kentañ anavezet dre ma veze implijet ar rusk da livañ danvez d'ober dilhad, hervez gizioù ar givijerien. Kenwerzh ar c'hoad brazil eo bet ar c'hentañ obererezh ekonomikel e Brazil, a-raok gounezerezh ar c'hotoñs. Gwezenn vroadel Brazil eo ar wezenn Caesalpinia echinata .

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. e Geriadur Gregor Rostren, p. 117, e kaver ar stumm Coad-brisilh, troet "bois de Bresil, bois rouge"