Camilo José Cela zo ur skrivagner galizat spagnolek, ganet d'an 11 a viz Mae 1916 en parrez Iria Flavia, e kumun Padrón.

Da vare brezel diabarzh Spagn e savas a-du gant ar jeneral Franco.

Skrivañ a reas romantoù ha karnedoù beajoù. E romant kentañ, La familia de Pascual Duarte (Familh Pascual Duarte), a voe berzet e 1942.

Aet eo gantañ priz Nobel al lennegezh e 1989. En 1995 en deus bet ar Priz Cervantes, illurañ priz al lennegezh spagnolek.

Marvet eo e Madrid d'ar 17 a viz Genver 2002 da 85 bloaz. E ziwezhañ komzoù a voe: "¡Viva Iria Flavia!".