Canberra
Canberra eo kêr-benn Aostralia. An eizhvet kêr vrasañ eus ar vro eo, met gant 367 752 a dud o chom enni (2012) eo bihanoc'h eget kêrioù-penn holl stadoù Aostralia, war-bouez Hobart.
E dibenn an XIXvet kantved e oa bet dibabet Canberra da gêr-benn evit Aostralia. Goude un tabut hir da c'houzout peseurt kêr e vije ar gêr-benn, Sydney pe Melbourne, ar c'hêrioù brasañ er vro, e voe dibabet ur c'horn-bro neptu, hanter-hent etrezo o-div. Dibabet e voe korn-bro Canberra e 1908. D'ar 1añ a viz Genver 1910 e voe lakaet da diriad ar gêr-benn gevreael. Anvet e voe Canberra ent-ofisiel, d'an 12 a viz Meurzh 1913 ha kroget e voe al labourioù da sevel kêr.
Daoust ma n'eo ket Canberra kreizenn bennañ ar vro e-keñver armerzh, emañ kreizennet eno ar mediaoù brasañ. A-hend-all ne gaver e kêr nemet servijoù melestradurel ha touristel.
Kerioù gevellet hag emglevioù mignoniezh
kemmañCanberra zo gevellet gant teir c'hêr:
Canberra he deus skoulmet emglevioù mignoniezh gant :
Notennoù ha davepoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Canberra's international relationships. Chief Minister's Department (22 November 2018).
- ↑ "Canberra adopts New Zealand capital as sister city", Australian Broadcasting Corporation (7 July 2016).
- ↑ Hangzhou, China, ACT Government Chief Minister and Treasury Directorate, <http://www.cmd.act.gov.au/communication/cir/hangzhou_china>
- ↑ Dili, Democratic Republic of Timor-Leste, ACT Government Chief Minister and Treasury Directorate, <http://www.cmd.act.gov.au/communication/cir/dili>