Cantigas de Santa Maria
Dornskrid Cantigas de Santa Maria a zo anezhañ unan eus an dastumadoù pouezusañ eus kanoù ar Grennamzer, a oa bet savet pa oa ar roue Alfonso X El Sabio ( ar Fur) o ren e Kastilha (1221-1284). 427 kan zo ennañ.
Savet eo ar c'hanoù e galiseg, unan eus yezhoù lennegel Spagn da neuze. E pep hini anezho ez eus meneg eus ar Werc'hez Vari. Gwelout a reer ivez skeudennoù eus sonerien o son a bep seurt binvioù-seniñ.
N'int ket kantikoù evel m'o c'homprener hiziv, met kanoù evit an didu, ar c'hontadennoù, ar c'horoll.
Pladennoù
kemmañ- En hon amzervezh ez eus bet klevet meur a laz-seniñ krennamzerel o kanañ ar c'hanoù-se, evel Tempradura, La Nef, Alla Francesca, l'Ensemble Unicorn pe Hespèrion XX.
- Un tañva a c'haller kaout gant Miracle! Obsidienne, renet gant Emmanuel Bonnardot, enrollet e 2006, hag embannet gant Calliope ([www.calliope.tm.fr])